Pajenn:Heritourien Biel al Liardou.djvu/28

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 27 —


MORIS

N’eo ket possubl ? ! Koulskoude kaer am boa beza var evez, n’oun ket en em gavet da deuler va daoulagad varna.

Ha neuze, penaoz eo bet tremenet an traou ?

JERMEN

Evit ar gwella, Moris ; egiz m’am boa divinet... Va mestr na c’hello mui nac’h eo karet gant Julian, rag ken tenereat eo bet he galoun en eur glevet he niz, ma zeo deut a lam da bokat deza a zro-vriad ha d’he vab Bielik a ioa ive ganthan.

MORIS

Hein ! gwelet a rafez, Jermen ! — Ha da beleac’h eo eat Julian brema, pa n’her gwelan ket dre ama ?

JERMEN

Da gas he vab beteg ti hon amezek tosta ; ne sonj ket d’in e ve pell oc’h ober he dro... Selaouit : setu hen o tostât, kredabl awoalc’h.

MORIS

O nan. ne ket hên eo... Kredi a rafen kentoc’h e ve an daou all... (O silaou.) O ia ! Anton hag Olier int : euz ho mouez ho anavezan brema... Chom sioul...

————


SEISVED DIVIZ
{Olier anter-vezo hag Anton diabaf o tont en eur gana :)

Mil bennoz d’an ankou
A ro d’eomp kalz madou :
Hon Tonton zo maro
En he lec’h ni vevo (bis)

(Biel a deu adarre adren ar paravel da zilaou.)
MORIS (da Jermen)

Takebie, Jermen, setu en em gavet daou lus-