Pajenn:Heritourien Biel al Liardou.djvu/27

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 26 —


JERMEN

Ac’hanta ! Mestr !

BIEL

Te zo un tor-pen, sakondien : dalc’h da deod en da c'hinou ken na vo goulennet da aviz diganez. (Da Voris.) Mad, Moris, ne ket evit ober eur rebech d’id eo ; mez da gomzou a dreuz va c’haloun egiz eur gountel.

MORIS

Ne da ket da gemeret enkrez re abred, Biel paour : marteze an daou-niz-ze, en em gavet ama, a gemero eur stuz dereapl hag a lezo da bara santimanchou kaera a guzont e goloed ho c’haloun.

BIEL

Ne c’houlennan ket gwell eget gwelet da gomz o tont da wir, mez ne jom ket ganen kalz a esperanz mui.

MORIS

Takebie, kemer kouraj atao... ha kerz da guzat, rag eur spount am euz a vez paket dre ama... Kerz, a lavaran d’id.

BIEL (en eur bellât)

C’houi ho taou a jomo aze, neketa ? Taolit evez avad d’am gwerza.

MORIS

Bez disousi : na vezi ket gwerzet ganeomp...

————


C’HUEC’HVED DIVIZ
JERMEN

Ne voezoc’h ket, Moris ?... Eun neubeut araok ma zoc’h en em gavet, an niz kossa Julian a ioa o paouez mont ac’han.