Pajenn:Heritourien Biel al Liardou.djvu/25

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 24 —


JULIAN

Ar pez zo sur, eno e vo kalz ebatoc’h he zoare eged etouez an emgros. Mont a ran d’her c’has.

BIEL

Ia, hag hast buan ober da dro, abalamour d’id da veza dre ama adarre kerkent ha da vreudeur, m’ar gellez : mez dalc’h kloz da c’hinou avad var ar pez a dle tremen.

JULIAN

Ententet eo, va zonton : kountit varnon ha kenavo ar c’henta. (Mont a ra huit gant Bielik).

————


PEVARE DIVIZ
JERMEN

Ac’hanta, mestr, n’edo ket ar wirionez ganen-ta, pa lavaren d’eoc’h oac’h muioc’h karet gant Julian eget gant an daou niz all

BIEL

Gortozomp ken a vo achu an abaden araok barn an nesa. Julian am c’har evit gwir, ne c’hellan mui hen nac’h abaoue ar pez am euz gwelet ha klevet. Mez piou voar ? Marteze an daou all a ziskuezo kaout muioc’h a garantez c’hoaz eget hema.

JERMEN

Ta, ta, ta, ne dit ket da fourra traou evelse en ho pen... Ho Jermenik n’eo ket euz ar re fina, possubl eo ; louarn awoalc’h eo koulskoude pa vez menek da zivinout petra eo an dud !

BIEL

Allo, sac’h moged !... bombanser fall : setu te adarre o vralla da gloc’h eb ezom... Pebez tech divalo e peuz aze ! sakondien.