Pajenn:Heritourien Biel al Liardou.djvu/24

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 23 —


JULIAN

Livirit d’in buan, perak oc’h en em glevet gant Jermen, evit rei d’eomp eur seurt spountaden, en eur zigas beteg ennomp ar c’helou euz ho maro, ha c’houi leun a vuez, a drugare Doue.

BIEL

E daou c’her ebken hen livirin d’id, va niz : c’hoant am boa da anaout pe seurt santimanchou e poa em c’henver.

JULIAN

M’ar d’eo possubl evelato c’hoari eun dro evelse !

BIEL

Ha mall braz eo ganen ive gwelet ha da vreudeur ho deuz eur galoun ken karantezuz ha da hini... Kredi a ran ne zaleint ket d’en em gaout ama.

JERMEN

Var gementse e c’hellit beza eb douetans ebet : dont a raïnt ive en aviz pedi, mez n’eo ket d’ar vered avad e zaint, mestr !

BIEL

Glabouser, da beleac’h ta neuze e zaïnt, e sonj d’id ?

JERMEN

Ama. sellit, ebars ho krouf, evel an Hebret gwechal ehars al leue aour.

BIEL

Sakondien, ma ve gwir ! Goude tout, gwelet e vo. (Da Julian). Da c’hortoz, e ve mad d’id kas da vab da di an amezek tosta, rag ama, te voar, e c’hell tremen meur a dra guest da drubuilla ar c’heaz bian !