Pajenn:Heritourien Biel al Liardou.djvu/23

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 22 —


JULIAN

O ia ta !... Paour keaz Tonton Biel (en eur bokat d’ar poltret.)

Digemerit an testeni-ma euz va c’harantez hag euz va anaoudegez vad... (En eur lakat ar poltret dirak Bielik). Ne velez ket aze, Bielik, poltret da Baeroun ?... Henvel beo, sell, atao gant ar memez daoulagad seder a rea pa en em gavez ganta... Ro eur pokik brao d’ezan... Brema, Jermen, e c’hellez hen c’hemeret evit hen lakat en he blas, ha bennoz Doue d’id.

JERMEN (o kemeret ar poltret hag en eur
he gas d’he blas
)

Evit netra, Julian, evit netra.

JULIAN

Kenavo a lavaran d’id, araok mont da lavaret eun De profundis d’ar vered... (En eur bellat). N’ouzoun ket avad a me a zistroio dre ama, rag meur a affer am euz da ober gant va amezeien goz...

————


TREDE DIVIZ
BIEL (o tont a lam)

Julian !... Bielik !

JERMEN (strafuillet)

O mestr ! petra rit ta !

JULIAN

Va Doue ! Va Doue, piou velan-me ? C’houi eo, va zonton ?

BIEL

Ia. me va unan, korf hag ene... O ! va lezit da bôkat d’eoc’h ho taou... va c’halon a zo bâr a levenez !...