Pajenn:Heritourien Biel al Liardou.djvu/22

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 21 —


oll leve, pe en oberou mad, pe evit lakat pedi Doue evitan... — Goude tout, he zanvez a ioa dezan, dre ma zoa bet gounezet en honestiz.

JERMEN

Koulskoude, Julian, eun tamik heritaj ne ra ket a zrouk da gaout, pa c’heller hen dastum dic’hlabouz...

JULIAN

Na lavaran ket ar c’hontrol ; mez eur vech c’hoaz, m’ar d'oun diredet beteg ama, eo evit klevet ganez pe seurt maro en deuz bet va zonton, abarz mont d’ar vered, hag evit kountanti er memez amzer va mab Bielik, na roe peoc’h ebet d’in defot beza digasset beteg ti he Baeroun... Ar paour keaz bian ! ped guech n’am euz-me ket her c’hlevet er goanv tremenet ? « Tata, emeza, pa deuio an anv, e rankimp mont beteg ti Parrain, hag e velo pegen brao e skrivan brema, abaoue m’oun eat d’ar skol gant ar Freret » : Siouas ! setu kollet evithan ar blijadur-se ! Da viana, Jermen, gra d’eomp hon daou eur blijadur all.

JERMEN

Pehini, Julian ?

JULIAN

Digas d'eomp poltret va zonton a velan aze stag ouz ar voger, ma ne ziez ket, ac’hanoud...

JERMEN

Diez ebet, Julian, diez ebet : mont a ran d’hen dispega ouz ar voger.

JULIAN (da Vielik)

Bremaik e veli poltret da baeroun, va faotr-me !

JERMEN (O kinnig ar poltret)

Eun tamik eo mogedet, mez n’euz forz, eaz awoalc’h eo c’hoaz da anaout.