Pajenn:Heritourien Biel al Liardou.djvu/18

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 17 —


BIEL

Kredabl, an tri niz-ze ne vankint ket da rei da anaout ar santimanchou a vagont em c’henver, hag o veza ma chomin kuzet dre aze, e c’hellin dont aben da len beteg goeled ho c’halon.

JERMEN

Brema avad oc’h ententan... Gwelet a reot, mestr, edo ar wirionez ganen pa lavaren oac’h karet muioc’h gant Julian eget gant an daou all.

BIEL

Lez da c’hlabouz !... — Dre ma teuint beteg va zi, gra an azen gantho, ha divoal na ven gwerzet ganez...

JERMEN

Bezit dinec’h var gementze, me voar an doare da veza finoc’h eget n’am euz an ear da veza... O lezit anezo etre va daouarn...

BIEL

Kounta a ran varnoud... Beteg vrema out bet eur servicher leal... eur paotr sentuz... eun den iaouank fur... mad da renta servij...

JERMEN

Ha goude, mestr ?

BIEL

Netra, caketer ma z’out... (En eur vont kuit). Ha dreist oll, gra an azen gantho ; ma tennez mad da daol, me da baeo.

JERMEN

Paea dioc’htu a c’hellit neuze, rag evel pa vije tennet eo dija.

BIEL

Gwelet a vo, gwelet a vo ! Gortozomp an dervez varc’hoaz. (Mont a ra huit).