Pajenn:Heritourien Biel al Liardou.djvu/16

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 15 —


BIEL

Mad a rez hen digas d’in da sonj ! Edon o vont d’hen ankounac’hât... (Da Valentin :) Araok mont kuit, ne c’helfez ket ober eur vad all c’hoaz evidon, Valentin ?

VALENTIN

Gwelomp da genta petra eo.

BIEL

N’ema ket c’hoaz ar c’hiz d’ar re zo maro skriva liziri d’ar re veo.

VALENTIN

Ne sonj ket d’in, tra.

BIEL

Rak-ze, e pedan ac’hanot da skriva em leac’h, ar c’henta ma c’helli, evit kemen d’am nizien e vin sammet gant eur c’hlenved spegus benag, gant ar vosen, hag oa ranket va anterri raktal, eb rei amzer d’ar gerent da zont d’am anterramant... Ar vad-ze a rafes evidon, Valentin ?

VALENTIN

Ententet eo, ha kounta a c’hellez varnon, nonde vingt-deux. Kenta tra a rin oc’h en em gaout er gear a vo skriva al lizer-ze ... ha sur oun, da nizien na vezint ket divezad evit en em gaout ama varc’hoaz vintin... Allo, kenavo, Moris, ha chans vad d’an hini zo vont da vervel (mont a ra kuit).

BIEL

Bennoz Doue d’id atao, Valentin.

MORIS

D’in-me eo poent ive tostât euz ar gear, rag va jatal a zo da voueta, ha va hini goz a dle beza nec’het dija ganen... Mez varc’hoaz vintin, me a vo ama kerkent a da nizien, m’ar gellan, evit