Pajenn:Heritourien Biel al Liardou.djvu/13

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 12 —


BIEL

Ha goude m’her grafe, ne ven ket souezet tam ebet goude ar pez am euz klevet, m’ar d’eo gwir da viana... Da c’hortoz, na lavar grik ebet var gement-ma, neketa, Moris.

MORIS

Bez disousi ; n’euz ket a risk a vez gwerzet gant da gamarad koz... Mez, evit chench kaoz, e pelec’h e chom-ta an aotrou Valentin ? Daoust ha Jermen hen deffe great tro c’houllo ?

BIEL

Kleo ! setu hen arru, a sonj d’in. Pa vez komzet euz ar bleiz, te voar...

MORIS

E vez gwelet e ziou skouarn.

BIEL

Pe ar pen all... n’euz forz... Allo ! m’ar kerez e savimp en hor za da rei digemer dezan... {sevel a reont).

————


SEISVED DIVIZ
VALENTIN {en eur zec’ha e c’hoezen)

Bonjour : petra zo nevez-ta dre ama, nonde vingt-deux, pa zeur deut d’am c’hlask gant kement a brez?

MORIS

Va c’hamarad Biel en deuz eun tam affer da ober ganeoc’h hag a c’houlen ma ve dibunet ar c’henta possubl.

VALENTIN

Eun affer, Biel ! Ha divar ben petra ?