Pajenn:Henry - Ar gwenan.djvu/7

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



Arretit, tremenit ha kontemplit aman
Labouriou ken burzudus al loanidigou man
Admirit o lezennou, o c’hiz, o oberiou,
O aket da labourat pep hini anezo.

En eur gesten c’hui gavo an holl exemplou mad
Eur gouarnamant parfet, eur sentidigez vad
Ennhi ar peoc’h a ren, ennhi zo union
Pep hini ra e zever en e gondision.

Oboisanz ha galloud, labour great gant talant
Ar bolontez, vjjilans, er gesten tout e maint,
Ennhi ma al liberte hag an egalite
Hag holl a vevont ennhi barz ar fraternite.



————