Pajenn:Henry - Ar gwenan.djvu/39

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 32 —

oad da zimezi ; ha var gement-se, Fanch a c’ha da glask eur gesten da lakat e wenan, ha da c’houlenn plas digant e vestr da lakat anezho var benn ar c’hleun, e-kichen e di, ar pez a oa akordet d’ezan raktal : gwelloc’h eo, eme Ian, kaout gwenan evit na ez eo kaout ier, rag ar gwenan a ra vad, elec’h ar ier a ra drouk.

Setu eta renket tout an traou gant Fanch ha badezet e botr bihan, ha goude kement-se a reuz, e tistroaz adarre d’e labour evelt araok. Mez deut eo fin e gomanant, ha Fanch evelt ar re-all a c’houlenn eun tammik a greskanz. En dro-man, Ian An Hir a fachaz du : Penoz, emezan, c’houi a c’houlenn kreskanz ? — Ia zur, eme Fanch, ar re-all a gresk o homananchou, ma hini-me marvat a dlefe ober ive. — Mad, eme Ian kounnaret, me na greskin ket, ta c’hayo da glask d’al leac’h ma kari, goude ma ’z on bet oc’h ober evidout tout an holl vad a meuz gallet, beteg memeuz gwerza d’id plas da ober eun ti, e teuez c’hoaz da c’houlenn kreskanz diganen ! na vank ket a doupen d’id. — Direzoni a rit, eme Fanch, ma ho peuz gwerzet d’in plas da ober ma zi, me a meuz roet arc’hant d’eoc’h evitan. — Penoz, direzoni a ran, kerz diwar ma zro me a lakaio terri ar c’hontrat hag a raïo d’id pilat da di, a lavare Ian, kement a oa eat er meaz anezan e-hunan, ha ma ve da wenan var ma c’hleun a-benn varc’hoaz, te a velo euz piou a pezo affer. Setu Fanch o tont ac’hane en eul lavaret kenavezo da Ian, pehini a greske atao e goler, rag kredi a rea d’ezan a oa Fanch oc’h ober goap anezan, mont a reaz d’ar gear da gonta da Annaïk ha d’e vamm gaër ar pez a zo c’hoarvezet hag a vo red