Pajenn:Henry - Ar gwenan.djvu/37

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 30 —

gas e chupen d’ar gemenerez da zressa, sellou Annaïk hag e re en em erruaz, hag eur c’hoarzaden a darzas var muzellou peb hini anezo, hag euz a zalek an devez-se, Fanch hag Annaïk en em garaz : hag eur pennadik goude a oant gwelet o daou o vont asamblez gant o c’herent hag o mignoned d’ar maëri ha d’an iliz evit beza unanet da viken.

Setu eta great an union. Fanch a jom c’hoaz da vevel gant Ian An Hir. Annaïk hag he mamm a c’ha atao da vriat evel diagent. Ar gonidegez na oa ket braz, pemp kwennek bemde na c’honeze ken eur gemenerez d’ar mare-ze, hag a-benn a vize deut fin ar bloa ha paëet gantho an toullik ti e-leac’h ma lojent, na vize ket bras an arc’hant a c’hallent lakat a gostez, great o devoa koulskoude eun tammik boujeden var boues beza pis awallac’h ha pa oa hejet mad an diou ialc’h, o hini hag hini Fanch, a oa bet kavet ennho peadra da brena plas da ober eun ti evit loja. Ha Fanch da c’houlenn digant e vestr ha kontant a vize bet da verza d’ezan eur c’hornad striz a oa du-hont er penn-all da bark an hent. Ian a oa eur paotr hag a oa eur mignon braz d’an arc’hant, hag ar c’hornadik park-se na vize morse labouret, na oa ennan nemet drez ha spern, setu perak na oa ket bet dao chacha var diou skouarn Ian evit kas anezan da di an noter. Mez pa oa prenet plas an ti, an arc’hant a oa eat bihan, setu ma oa red gortoz ken a vize gonezet adarre evit ober anezan ; mez eun amezeg hag a oar ez eo Fanch eun den a zoare a zeu eun devez d’e gaout, hag a bropoz rei arc’hant d’ezan da zevel e di, te, emezan, a baëo d’in interest deuz outo keit ha ma vezint ganez, hag a restolo anezo