Pajenn:Henry - Ar gwenan.djvu/10

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Eun neubeut komziou araok komans


————


Ma C’henvroïz Ker,


An hini a skriv al leorik-ma, na n’eo ket eun den a bluen, eul labourer-douar eo evelt ur galz ac’hanoc’h, mez poan galon a ra ganen gwelet ar peb braz ac’hanoc’h evelt pa lavarfen o pilat o kuezen evit dastum easoc’h a ze he frouez, goude eta beza bet enkourajet gant an Aotrou Le Mée, misioner aposlolik, person e Merillac (Côtes-du-Nord), ha prezidant Sosiete ar Gwenanerien euz a Vreiz, a meuz implijet ma fennadou amzer dibres evit skriva al leorik-ma, da rei kuzul d’eoc’h divar buez ar gwenan, eüruz en em gavin, mar ouezan en devezo ma fennadou skrid rentet servich da unan bennak ac’hanoc’h, ha disgriennet en ho touez ar feson barbar o doa hon tadou koz da lakat dindanno ar soufren miliget evit tenna diganto ar frouez euz o labour.

Abaoue pell zo dija, ebarz ar c’harteriou-all, ez eo anavezet ar feson da denna o mel digant ar gwenan heb o distruja. Dre aman en hon Breiz, euz unan a zo hag a anavez ar voien-ze, ez euz c’hoaz kant hag a laz o gwenan, ha perag kement-se ? Beza ez euz koulskoude kalz tud gwiabl hag o deuz great labouriou ha skrivet leoriou var zujet ar gwenan, mez a gement a ouefen, den ebet na neuz skrivet leoriou brezonek var o zujet. Setu perak ar re goz, gant o neubeut a zeskadurez, ne c’hallent ket kompren ar seurt leoriou-ze, Skrivet peurvuia gant tud hag a grede d’ezo a oa gleet o kompren divar hanter gomz, Hag ar re iaouank, kalz anezo, a zo deut da veza re fier gant o deskadurez, ha na brizont ket memez sellet euz traou hag a zo ken dister, hervez ma kred d’ezo. Poac’h