Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heneu - Mab Azen hag e re kar, 1934.djvu/95

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
IANNIG KERBEBOÉR
93


« Me oui un dra, met n’el larein ket deoh, na n’el larein ! Chachet ahoel ar men diskoharn aveit ma ne vein ket grons lahet get me mam. »

Ha Kerbeboer e ia troèdant arlerh er Person doh en arbedein de drohein é ziskoharn, pé ahoel de chachein arnehè.

« Nen dé ket hiziù é ma bet hou mam é laret deoh aveit er uéh ketan, hou lahehè ?

— Bamdé é lar dein em laho.

— N’hé des ket hou lahet anehi neoah. N’hou laho ket hoah hiziù.


— Un dra de uélet é. Chachet ahoel ar men diskoharn hag é vein dizoujoh de zistroein de daldi, ha me laro me zra deoh.

Er Person, aveit diovér a Gerbeboér, aveit en diboéniein, e hra goap a chachein ar é ziskoharn ha kentéh é trapikel er heh glep get er leuiné.

— Éh an de laret deoh me zra ; met dioallet ag el laret d’er Meillouz.

Bet on bet é kavet un néh pig, met ne gonzet ket de hañni anehon, nag eùé de Varion Tralala.

É ma é beg un erùen, é pen hon ti-ni. Met dioallet a gonz de hañni erbet ha, drest pep tra, d’er Meillouz ha d’en Dralalaen, e iehè de lemel en uieu anehon ém raok-mé.

En Dralalaen e grap ér gué kerklous, pé guel, éget paotr erbet. »

Gratat e hra er Person ol é oulenneu de Gerbeboér hag en davé e hra diboéniet d’é hent.

Er Person, é vonet d’é du, ne hellè ket miret a