Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heneu - Mab Azen hag e re kar, 1934.djvu/92

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
IANNIG KERBEBOÉR
90

Meillouz, kañnal dehè kas ou seud d’er gér. Deit hui koustelé ne ouiet ket-hui ?

— Naren.

— Hama, sellet !

« Héoligeu Tralala, la, la, la,
Héoligeu Tralala,
Kaset hui, Tralala,
Hou seud d’ou zoul kaka ! »


Ha doh er Meillouz é kañnan-mé :

« Héoligeu Kermeillouz, ouz, ouz, ouz,
Héoligeu Kermeillouz
Kaset hui, er Meillouz,
Hou seud d’ou zouleu plouz ! »


« Na Meillouz na Tralalaen ne ouiant ket bebeilat dohein-mé. Koustelé ne ouieh ket-hui en doéré ?

— Naren.

— Hama, sellet ! Ne ouiant ket rah, anehè, er péh e ouian-mé. Ne ouieh ket-hui en doéré ?

— Naren.

— Hama, sellet ! Deusto m’é ma er Meillouz tré dein-mé d’obér en erùen fourchek hag en Dralalaen d’obér er velin aùél, mé ou bouh-mé ha mé ou meuta-mé ken ne vleijant genein.

Hui rekezè trohein ou diskoharn dehè ! Me mam e larè dein, a vitin, hou pehè ind trohet dehè. Ha me