Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heneu - Mab Azen hag e re kar, 1934.djvu/91

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
IANNIG KERBEBOÉR
89


« Elsé eùé é hollaikan doh en Dralalaen. Met hañni anehè ou deu ne oui bebeilat dohein-mé. Koustelé ne ouiet ket-hui en doéré ?

— Naren.

— Hama, sellet ! Hoah éh ouian hollaikat a hendaral. Deit hui koustelé ne ouiet ket hui penaos ?

— Naren.

— Hama, sellet ! Chetu hoah penaos é hollaikan-mé dohtè. É ma ret dein-mé goulen ha reskond : hañni anehè ne oui bebeilat dohein-mé.

« Hou ! Hou ! Hou ! Hou !
Hou ! Hou ! Hou ! Hou !
’Men éh ei hou seud arhoah, o Meillouz, lo !
’Men éh eit hou seud arhoah ?
De bark er pedér garh, Kerbeboér, lo !
De bark er pedèr garh.

Men é chomant ou unañneu
El seud doh er stageu
El seud doh er stageu
O Meillouz, lo !
Kerbeboér. »


« Elsé é eùé é hollaikan doh en Dralalaen. Met na Meillouz na Tralalaen ne fonn ket dehè bebeilat dohein-mé. É ma ret dein-mé obér rah me unan, kas kloh ha kroéz ém fréhésion. Koustelé ne ouieh ket-hui ?

— Naren.

— Hama, sellet ! Hoah éh ouian-mé kannal d’er