pé huéh goulen, diar er uirionéieu vras, en atersein e hra duhont ha duman, pen-der-ben d’er hatekiz hag anaùout e hra é vè mammeu tuetoh de zesaù léieu ha moh kentoh eget kristénion.
Un aters e doulè d’un aral.
« Ha hui e zo kristén ?
— Ia, dré édan er pod rousin.
— Na più e zo bet é tiskein en treu-sé deoh hui ?
— Marion Tralala é hoarn hé seud é lanneuiér Keraùél er Brammeu.
— Petra é Doué ?
— Kafé d’er vugalé ha d’er groagé. - — Na più e zo bet é tiskein en treu-sé deoh hui ?
— Me mam.
Er person, veudet de gement a dreu diboél, e gendalh de atersal Iannig Kerbeboer :
— Petra é mistér en Drinded ?
Mistér en Drinded n’anaùan ket ; hani me mam e anaùan eroalh. Hé skudelleu e laka abarh étré er predeu.
— Pet person e zo é Doué ?
Bout zo unan aman hag unan én Drinded. Ne ouian ket pegement e zo é Doué. Monet e hran de ziù barréz, d’en Drinded ha duman. Ne anaùan parréz erbet kin a hendaral, na person erbet aral naket.
— Mât eroalh ! Pet person e zo én Drinded ?
— Unan, èl aman, Matelin en Dansour e vè me mam éh obér anehon. En anaùet eroalh e hran. Sel pemzek té é ven doh er guélet é tonet de « frikotat » d’hou