Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heneu - Mab Azen hag e re kar, 1934.djvu/8

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
MAB AZEN
6


— O ia, mé e gonzo eùé. É ma bet mam, a pe lammen ag er gér, é laret dein konz hemb dihan, pé hi em hoètehè héneoah get héh astel ioud.

— Laret nezé petra é er Hristén ?

— Un tammig tan édan ur pod rousin.

— Laret katekiz ha lézet er ribardenneu-sé get er ré amoet.

— Marion Pendoul duzé e zo bet é téskein avelsé dein-mé.

— Petra é ur mistér ?

— A ! henneh erhat e ouian petra é. Bout en des me mam unan. Hé skudelleu e laka abarh étré er predeu ; staget é doh pen er gredans, adâl d’en nor…

— Taùet. Petra é er vertu ?

— Ne ouian ket. Met, mar karet, é larein deoh penaos é vè kloéreit logod. Én nihour é ti Maturin Katekiz, é ma bet désket dein ; ur jidotad vras a zeur é ma bet Garit Pendoul duhont é turel ar me fen, barh er hrouér, Nen dé ket hoah diséhet mat me roched ar me hein a oudé. Me mam en des laret dein hé lordein. Ha mé hé lordo a p’en hé havein héh unan…

— Taùet ! Petra é er Purgatoér ?

— Ne ouian ket petra é er pen ketan ; met gout e hran petra é er pen devéhan, en toér. En déieu aral éh oè deit unan, de zabonnat ar doen me mam, èl ma ta, mar a uéh, Alan er Hemenér, ar me lavreg-mé d’en takonnat…

— Taùet ! Petra é en Ihuern ?

— En Ihuern ? Ne ouian ket. Éh an de laret deoh kentoh penaos é vè kovèseit er hroah. En noz aral