ribotad koèuen é kreiz en ti. En ur vonet d’en ti-chistr, n’hé devoè ket chonjet éh oè er penmoh é ridek dré-hont.
Ha ne oè ket hi hoah tâlet doh en alhué chistr, ma kleu hé ribotad é torimellat hag é strakal.
Ha hi de zonet a her d’en ti-tan, de uélet petra oè degoéhet. Un tammig éh oè droug ; ne oè ket grons bras : en hantér ag er ribotad e oè lédet ar léren en ti, trapikellet ha monjellet d’en hoh.
Ha hi ha téret ru neoah doh er penmoh, saùet ur votézad édan é lost, kroget én ur vohal ha distaget é ben dehon.
« A ! emé Jannig, én ur uélet hé hoh éh asten ar en dachen, chetu deu zroug é léh unan… Ha mal dein dariù er véren !
Penaos é hrein mé aveit monet d’er puns de glah deur, a pen dé er penmoh aman gourvéet tostik tra d’er ribotad, hag a pe n’hellan ket herzel el lon-man pelloh ? »
Ha Jannig chonjet ha kavet un disoh.
« Met ia, perak ne gasehen ket mé me ribotad ar me fen genein d’er puns, ur seill é pep dorn. Er merhed, e vè é kas leah de gér, e vè eùé sternet avelsé. Pe vo ataù me ribotad ar me fen nen dei ket lon erbet ar é dro. »
Ha oeit Jannig d’er puns, sternet avelsé, ha hi de dennein ur seillad deur anehon. Er beurkeh Jannig Kol e hra damorant hé ribotad, deusto d’en eùeh bras e gemérè anehon. Nen dé ket bet tihet get lon erbet ; tihet é bet neoah.