aveit ou hreskat ha ledañnat ? Ha nezé, mar ne gavet ket mât me labour, kerhet de… skopet ér mor, de ouiet ma kreska genoh… »
Ha oeit Iehann, nann de skopet d’er mor, met de di Jannig, de oulen geti priedein dehon.
« Hi é, e lar ean, deusto nen dé ket ag er ré « hanian », er uellan ag en ol plahed iouank em es kavet. N’em es ket kavet guel egeti, n’em es ket kavet kerklous elti.
« O la ! la ! la ! e larè Iehann, én ur vonet get é hent, nag a dreu diben, nag a dreu digampen e vè kavet get er merhed iouank. Guir é, kredan, é ma ésoh dastum ur harrad had trechon eget kavet ur voéz a fèson.
« Damb endro de gavet men dous Jannig. Nen dé ket ag er ré « hanian ». « Hanial » e hrei genein. N’en dé hoah meit trihuéh vlé, kroget barh en hé nandek… »
Ha Iehann ha priedet de Jannig ha saùet é diegeh.
Er heh Iehann ! paod a « hanieu » é ma bet ret dehon guélet get é zous. Anaùet en des bet, embér, nen dé ket Jannig tuet de vout mestréz tiegeh. « Hanial » ha « hanial » e hrè, met « dihanial » ne hrè ket.
Ret é bet de Iehann hé has d’hé labourieu, dré er fri, èl ma kasér ur hroèdur én ari en dorn. Braùik nezé é tè hé zreu geti. Met a pe ne zisplegè ket dehi, ag ur pen d’er pen aral, petra obér, penaos en obér, pegours en obér, nezé é « haniè » hé zreu a dréz ; nezé é kalavè, nezé é fondé, é tismantè en treu, un anèh.
Ha Iehann e larè doh hé guélet ne « zihaniehè » ket. Sellet mar bè tu d’ur goaz de ziférein, rah en treu, d’é voéz, èl d’ur vam de baskein hé hroèdur ?