Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heneu - Mab Azen hag e re kar, 1934.djvu/60

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
JANNIG BEBOÉR
58

me mam, ne gredet ket hui, nen dé ket ur pen azen anehi. »

Ha Iehann oeit get é hent, én ul laret : « Chetu hoah kavet dein merhed difistur. Guir é, Jannig nen dé ket ag er ré « hanian » ; drégaer, gellet e hrehè hoah guerhein deu liard spered de honnen. Ha, drest pep tra, diés e vehè dein kavet mam-gaer disperedetoh eget en hani e vè é tiférein cherreh mel get ur forh de foénat. Mam me Jannig e hrei kant kuéh guel me zreuigeu. »

Ha oeit Iehann get é hent, hag ean guélet ur goanten a blah, chouket ar drezeu un ti, ur hroèdur a dréz ar hé barlen, é harm hag é skuermal forh d’é vuhé.

Éh oè er plah, ur goutel bosér én hé dorn, é seùel, peb eil taol, a « dorheu » diardran er polog, chantelleu kig fresk biù. Ha Iehann énklasket geti petra e hrè.

« Petra e hran-mé, emé hi get ur voéh tér ; mar nen dé ket dal hou teulagad é reket guélet.

— Guélet e hran eroalh, emé Iehann, hou labour didruhé. Met ne ouian ket perak éh oh éh obér ul labour ken diharak.

— A ! ne ouiet ket perak ; hama, éh an mé de laret deoh : rè enk é é lavreg aveit monet ar « dorheu » é ziardran. A pe veint divrazet é vo chouchoh é lavreg dehon. »

Iehann, goudé bout bet kleuet en doéré, spizet dehi é vehè bet guel ledañnat el lavreg.

« Ta ! ta ! ta ! emé er plah digalon, petra e oal doh en tad postour-man d’em déskein-mé. Kreskat ? Ledañnat er lavreg ? Più en des guélet fondein ur ré lavreg