Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heneu - Mab Azen hag e re kar, 1934.djvu/45

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
MAB AZEN
43


« Mât tré, emé en eutru, nen da ket en tad laer héneoah, spontet é demb. »

Tré ma oè en eutru hag é hoskor ér sulériad gunéh éh oè Mab Azen é toulein er blancheriz get un tarer, hag é lañnein naù pé dek sahad gran, é stankein en toul tarer, hag é seùel é sam.

D’er goleu-dé éh oè guélet é kreiz er bern gunéh un toul, bras èl ur bilig bugad.

« Bout é bet el laer ! e huch en ol.

— Hag é ma en diaol get el laer emé en eutru. »

Kaset e zo bet kemen de Vab Azen donet de gonz doh en eutru.

« Bet oh bet, tad laer ar me forniad bara, ar me hreuad moh, ar me ronsed, ar me sulériad éd ; héneoah é vo ret deoh donet ar me zro-mé é men gulé. Rekein e hreet laereh el linsélieu e zo arnehon. Mar hou tapan éh oh lahet ; ma ne zisohet ket éh oh taget arhoah de greisté é porh me manér.

— Mât tré, e eilgir Mab Azen. »

Doh en noz, chetu Mab Azen, é harz ur skél édan fenestr kanbr en eutru, ur « boulom » plouz ha doar geton étré é zivréh. Er seùel e hra beta trezeu er fenestr, en deval e hra peb eil tro.

« Mât tré, emé en eutru d’é intron, chetu me zad laer é klah donet ér gambr. Kouchet é braù. »

Hag en eutru digoret er fenestr, tarhet arnehon deu den fuzillen.

« É ma dein, emé ean d’é intron, koéhet é d’en dias, « plouf » èl un toseg.

— Men Doué, emé en intron, nag er « iondr kor