Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heneu - Mab Azen hag e re kar, 1934.djvu/40

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
MAB AZEN
38

mam de frikotat me hounifled. Gouniet em es me zam buhé aveit ur herradig. »

Ha Mab Azen oeit d’er gér de frikotat kounifled en intron. Un toroñnad e gleu get é vam :

« Ia, me mab, nen doh nameit ur Mab Azen, ur Mab Azen. Ur bochad argant e helleh seùel ag hou kounifled get er marhadour. Ha hui rekezè chomel pèl amzér ér manér de vout bugul ; bamdé hou pehè gellet guerhein hou loñnedigeu ha donet de vout piniùik ha pinùik bras aveit achimant hou puhé.

— Ne chonjen ket !

— Nen doh nameit ur Mab Azen ! » Hag ur chachad goudé hi e larè :

« Kleuet me mabig peur, pe vo rah dèbret deoh hou kounifled, hui e iei a neùé de valé bro de ounid hou tam buhé. Ha mar distroet endro d’em havet, mé e valo hou pen azen deoh. Hui gleu ? »


XI. — MAB AZEN MEUEL HA TAD LAER


Ha oeit Mab Azen de valé bro aveit gounid é dam buhé. Hag ean oeit d’ur gomenand.

Hag er mestr d’aters geton :

« Pé hanù e hrér ahanoh hui ?

— Me mam e lar me Mabig Peur dein a pe vè flour en treu geti ha Mab Azen a pe vent diflour.

— Ar bé mechér éh oeh hui éraok ?

— Bugul onn bet er maréad devéhan-men,

— Petra e fal deoh hui bout bremen ?

— Chonjet é genein bout meùel.