Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heneu - Mab Azen hag e re kar, 1934.djvu/39

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
MAB AZEN
37

genoh a sahad d’er gér. Mar mank unan benak anehè, héneoah é veet lahet.

— Mat tré, emé Mab Azen.

Ha Mab Azen oeit d’el lann get é sahad kounifled hag un dén treménet dohton ha laret :

« Ne gleuet ket, bugul er hounifled, pegement e uerhet hui hou loñnedigeu ?

— Ur vahad dré pep lon get bah me zad-koh aman, hag en hantér ohpen mar dant endro devadonn goudé bout bet diskrapet a zegenoh.

— Ne hrér ket marhadeu a vahadeu. Pegement a argant e fal deoh hui aveitè ?

— N’em es ket dobér a argant aveitè. Me mam en des laret dein en em zihuen get bah me zad-koh aman. Hag un tam koed iah é.

— Un amoed oh hui ! Met drégaer ! Plijout e hra dein hou kounifled. Tolpet ind, ma veint taolet ém har. »

Ha Mab Azen, get un taol huitel, dastumet en deu- zek kounifl, distaget deuzek bahad, a ol é nerh, ar gein er marhadour ha bannet er sahad kounifled én é gar. genoh a sahad d’er gér. Mar mank unan benak anehè, héneoah é veet lahet.

— Mat tré, emé Mab Azen.

Ha Mab Azen oeit d’el lann get é sahad kounifled hag un dén treménet dohton ha laret :

« Ne gleuet ket, bugul er hounifled, pegement e uerhet hui hou loñnedigeu ?

— Ur vahad dré pep lon get bah me zad-koh aman, hag en hantér ohpen mar dant endro devadonn goudé bout bet diskrapet a zegenoh.

— Ne hrér ket marhadeu a vahadeu. Pegement a argant e fal deoh hui aveitè ?

— N’em es ket dobér a argant aveitè. Me mam en des laret dein en em zihuen get bah me zad-koh aman. Hag un tam koed iah é.

— Un amoed oh hui ! Met drégaer ! Plijout e hra dein hou kounifled. Tolpet ind, ma veint taolet ém har. »

Ha Mab Azen, get un taol huitel, dastumet en deu- zek kounifl, distaget deuzek bahad, a ol é nerh, ar gein er marhadour ha bannet er sahad kounifled én é gar.

Ne oè ket koh oeit er marhadour én hent ma léz Mab Azen un taol huitel ha ma tolp éndro dehon en deuzek kounifl.

Embér é tistroa ar ou lerh er marhadour de ouiet pen dehè. Met Mab Azen, bah é dad-koh geton én é zorn, e genigè kol d’er marhadour.

« Ne oulennet ket bout bahateit endro ; kerhet get hou hent aveit mah ein mé eùé get me hani de di me Ne oè ket koh oeit er marhadour én hent ma léz Mab Azen un taol huitel ha ma tolp éndro dehon en deuzek kounifl.

Embér é tistroa ar ou lerh er marhadour de ouiet pen dehè. Met Mab Azen, bah é dad-koh geton én é zorn, e genigè kol d’er marhadour.

« Ne oulennet ket bout bahateit endro ; kerhet get hou hent aveit mah ein mé eùé get me hani de di me