Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heneu - Mab Azen hag e re kar, 1934.djvu/38

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
MAB AZEN
36


« Ia, ur Mab Azen oh hui, ur Mab Azen. Ne ouian ket petra obér ahanoh. Hou iondr Pier e zo guel geton kavet mam en diaol de zéskein ar é vechér egedoh hui.

Hama, me mabig peur, ret e vo deoh monet de ridek bro, aveit gounid hou tam buhé èl ma helleet. Chetu bah hou tad-koh e ran deoh. En em zihuennet geti èl ma kareet hag èl ma helleet ha bahateit en dud geti, me mabig peur, a pe hoarieint en dal deoh. »

Ha oeit Mab Azen de ridek bro aveit gounid é dam buhé, èl ma hellezè, bah é dad-koh geton én é zorn. Én ur vonet get é hent é ma degoéhet étal ur manér. Hag ean oeit abarh. Donet e hra er vestréz de gonz dohton ha hi ha goulennet geton é hanù hag é leshanù.

« Me mam e lar me Mabig Peur dein a pe vè flour dohein ha Mab Azen a pe vè diflour.

— Na pé mechér e hues hui ?

— Bout onn bet ar mechér me iondr Pier. N’en des ket vennet ahanonn. Me mam en des men davéet de valé bro de glah me zam buhé.

— Na pé mechér é hani hou iondr Pier ?

— A dam ! mechér me iondr Pier e zo mechér me iondr Pier. Nen don ket deit de ben ag hé déskein.

— Aman, er ré ne ouiant ket mechér erbet e vè davéet de harz el loñned.

— Mât tré, emé Mab Azen. »

En trenoz vitin é larè en intron dehon :

« Mab Azen, chetu el loñned hou po de oarn : un dousén kounifled. Hui ou haso genoh én ur sah. En ur zegoéh barh el lann hui e ziario arnehè, ha chetu un huitel d’ou dastum ha d’ou cherreh, aveit ou degas