Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heneu - Mab Azen hag e re kar, 1934.djvu/32

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
MAB AZEN
30


— Mât tré, me iondr Pier. »

Hag er iondr Pier, goudé bout labouret e larè d’é ni Mab Azen, én ur rein é lod dehon :

« Chetu er grohen aveit hou lod hui ; kaerik é hoah étal el labour e hues groeit pé kentoh ne hues ket groeit. Druoh e vo hou lodenneu a pe ouieet hou mechér. Kerhet bremen endro de di hou mam ken ne gasein deoh kemen de zonet ur uéh aral. Eh amb-ni de chom aman de aléj hur hoén.

— Mât tré, me iondr Pier. »

Hag en ni Mab Azen, oeit droug bras énnon enep d’é iondr Pier. Ha chetu ean é kreiz ul lanneg, é tispleg é grohen éjon ar ur bod lann, de vahatat arnehi ar é nerh, hag é vrunellat a bouiz é ben. Obér e hrè trouz ha safar seih kant diaol.

« Me iondr Pier ! me iondr Pier ! é ma en diaol é klah lemel me hrohen éjon genein ! »

Spontein e hra er iondr Pier hag é gansorted geton get trouz ha safar bahatereh Mab Azen, ha monet e hrant araok, én ur ridek hag én ul lézel ou lodenneu kig ar ou lerh. Oeit Mab Azen hag ou cherret hag ou sammet geton d’er gér.


IX. — MAB AZEN É LAEREH PEMOH ER PERSON


Un nozeh er iondr Pier e zevizè d’é ni Mab Azen :

« Me ni, Mab Azen, monet e hramb héneoah de laereh hoh er Person. Unan kaer e rek bout bremen, ha