Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heneu - Mab Azen hag e re kar, 1934.djvu/29

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
MAB AZEN
27


Én ti, a pen dé deit er vam ne uél ket hé mab ha hi de huchal arnehon :

— Emen éh oh hui, me mabig peur ?

— Éh onn aman, emé Mab Azen én ur seùel diar er gorad uieu, ioudennet ha kaodennet rah torheu é ziardran dehon.

— O men Doué ! petra e hreh hui azé ?

— Gorein é léh er iar, n’em es ket gellet parrat azohti a vonet de ridek arlerh en uieu hou poè frintet ha kaset genoh aveit er sant.

— Sellet alkent ! ne chonjen ket én treu-zé.

— Ar beh mechér é vein mé kaset ?

— Mechér ha mechér nen dé ket, me mabig peur. Mechér hou iondr Pier ; mechér el laer !

— Mât eroalh ! mât tré ! emé Mab Azen. Mechér doh mechér, guel é genein honnen eget hañni aral.


VII. — MAB AZEN AR VECHER E IONDR PIER


Pel amzér éh oè bet Mab Azen ér Hatekiz, pemp pé huéh vlé pé marsé ohpen. Ha ne oè ket bet biskoah ur mat anehon ; ataù é chomè mab é vam.

Ag en taol ketan é ma disohet braù ar vechér é iondr Pier ; adal en eilvet taol hoah guel. Arlerh en drivet taol éh oè bet ret d’er iondr Pier kas é ni Mab Azen de huitellat. Chetu penaos é ma bet en treu getè.

« Arhoah, me ni Mab Azen, emé er iondr Pier, é ma chonjet genemb monet, ar hent er foér, de skrapein ur baré moh. Hui e zei genemb. Ne vo ket ret deoh