Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heneu - Mab Azen hag e re kar, 1934.djvu/28

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
MAB AZEN
26

vam hag a pe vezè geti kuhet hé fen ar hé dehorn, ean e astenné un dorn hag e saùè a skrap dornadeu uieu frintet.

Braùik é vebeilent unan doh en aral. A pe saùè er vam hé deulagad de uélet mar bezè dèbret en uieu, er mab e dennè ardran er pilér. A pe goachè er vam hé fen ar hé barlen, er mab e astennè é vréh aveit skrapein dornadeu a brov é vam…

Nen dé ket bet goal hir el lipereh get Mab Azen, hag er vam goudézé ardro er sant :

— Santig keh, a pen dé lonket deoh hui me uieu ker fonapl ; a pen doh bet doh ou havet ker mât, hui e ia de laret dein ar beh mechér é jaoj de me mab bout lakeit.

Hag er vam e chomè de sellet doh er sant èl unan éh obér lonseu. Adal er uéh ketan éh oè bet reskondet dehi get ur voéh dous ha kloar :

— Mechér é iondr Pier.

— O Santig keh ! Chonjet ’ta ! Mechér é iondr Pier nen dé ket ur vechér. É iondr Pier nen dé nameit ul laer. Ne vennan ket mé mah ei me mabig peur-mé get er « iondr korden ». Laret dein, santig keh, ar beh mechér e teli me mab bout lakeit ?

Hag er voéh dous ha kloar ha laret :

— Ar vechér é iondr Pier !

— Hama, santig keh, goah arzé, lakeit e vo ar vechér é iondr Pier, emé er vam én ur ouilal.

Ha distroeit mam ha mab d’er gér, er vam get en ivarh hag er mab get er vinoten.