Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heneu - Mab Azen hag e re kar, 1934.djvu/20

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
MAB AZEN
18


Met er Person ne zihañnè ket a huchal nag a ziskrabellat én tioélded. Ha Mab Azen téret ru dohton, skopet ar é zeu zorn, ou frotet en eil doh é gilé hag er bannet é kreiz er porh én ul laret :

— Peb unan d’é dro. Liés eroalh é ma bet hennen doh me lakat ér porh, a pe oen ér hatekiz. Deit é me zro mé ; ér porh ! ér porh !

Ha mam Mab Azen éh anaùet er Person huchet get leuiné :

— Mât tré ! mât tré, me mabig peur, trohet arnehon ; ér porh ! ér porh ! Nen dé hoanteit genein hou kuélet é timéein d’er vroh-sé. Rè liés é ma bet é rein « ioud » deoh a pe och ér hatekiz. Kerhet, me mabig peur, de glah un aral e vo guel revé me chonj.

Ha oeit Mab Azen, get e stag, de glah moézi aral ha degaset geton, guéh der uéh, moézi, intanvézed, merhed iouank. Met a geteh ma vezent degaset é ka- vent en tu d’achap.

— Nen don ket mé soéhet, me mabig peur, mar ne chom ket moéz erbet genoh. Ne hret ket eùé er péh e vè ret aveit goarn ur voéz pèl amzér. Ret e vè d’er ré iouank monet kazaliet dirak er Person, aveit bout staget geton.

— Ne ouien ket.

Na péh ur Mab Azen alkent !

Ha oeit hoah Mab Azen, get è stag, ar valé, de glah ur voéz, hag, én ur vonet get é hent, kavet dehon merh er mér, ean kazaliet geti, taolet é stag ar hé goug hag hé chachet geton beta porh er Person.

— Ne gleuet ket hui, hor Person-ni, chetu kavet