Ha oeit Mab Azen, ur stag geton ar bleg é vréh, de valé aveit klah ur voéz de ziméein dehon. Ha goudé bout groeit un droiad ar en henteu, é tistro d’é hent é chaboutat én é raok un tad bambochér, ur stag sklomet én dro d’é houg. Ag ur fozel en devoè ean tennet Mab Azen.
— Me mam chetu kavet dein ur voéz ; laret dein petra e zo hoah d’obér aveit priedein.
— Me mabig peur, n’hellet ket diméein d’en tam fank-sé. Er baotred ne ziméant ket d’er baotred. Perpet é vè diméet paotred de verhed.
— Met penaos é vè diforhet er baotred doh er merhed ?
— Doh ou lavregeu ha doh ou brohieu.
— Ne ouien ket.
— Hennen e zo ur Mab Azen alkent ! Kerhet endro ha klasket unan e vo gusket get ur vroh.
Ha oeit Mab Azen, ur stag geton ar bleg é vréh, de valé de glah ur voéz, ha kavet dehon er person ar é hent.
— A ! chetu me moéz ! Chetu unan gusket get ur vroh, èl me mam.
Ha Mab Azen, sklomet er stag én dro de houg er Person hag ean er bahateit a daoleu guialen aveit obér dehon kerhet én é raok ha dihan a huchal. De vréh noz é larè :
— Chetu é ma kavet dein me moéz !
— Mât tré, me mabig peur. Arhoah ketan éh ieet geti d’hou tu, én hou ti. N’hou koarnein ket hou teu estroh un noz.
2