Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heneu - Mab Azen hag e re kar, 1934.djvu/169

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
ER MEILLOUZ É HENT-HOARN
167


De gourzieu en Nédeleg é ma degoéhet d’er Meillouz monet arré d’er Poulchas dré en hent-hoarn. Iein bras é. Aben kaer é krap én ur har, get eun a chom hoah ar é lerh. Bout e zo abarh, én é raok, ur béleg é tiskan é bedenneu én ul lévr aleuret en trohadeu anehon, é dreid lakeit dehon ar ur voutaill hoarn, lan a zeur berùet. Krénein e hra er Meillouz get en aneouid ha pilat e hra é dreid doh el léren.

Er beleg e léz léh geton de seùel é dreid ar er voutaillad deur ha de duemmet é dreid dohti, él ma hra éan. Er Meillouz ne gompren ket. Er beleg er houvi d’obér élton. Er Meillouz ne hra ket van a gouvieu er béleg ; rak ne gar ket er véléan ha ne ven ket degemér plijadur erbet na get unan na get un aral anehè.

Er Meillouz e larè én é glopen: « É ma en ol dreu é bieu d’er véléan ha ne gemérant ket naù na dek hent aveit kavet ou ézemant. Hennen ne skorno ket é dreid èl me ré-mé, get é voutaillad deur berùet. Darzed béléan, é ma en ol dreu dehè é bieu. »

Hag éan kendalhet de bilat é dreid, eit degas grouéz énné, un tammig.

D’en hantér hent é tiskén er béleg én ul lezel ar é lerh er voutaillad deur berùet. Hag er Meillouz de huchal ar é lerh :

« Person ! Person ! hou poutaillad deur e chom ar hou lerh.

— Goarnet hé aveidoh ! n’em es ket mui dobér anehi, e eilgir er béleg en ur droein é ben. »

Er Meillouz beziùet én é glopen e lar d’é sant :

« Guel é er véléan eget ne vé laret. Me zres e vo