Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heneu - Mab Azen hag e re kar, 1934.djvu/157

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
ER MEILLOUZ É VRÉSKÉN
155


« Hiziù ne lusk ket dibennadein hag elsé é vo beta ken ne gemérein hent en distro.

« Ur guiskad ioud du e rekeheh lakat dohton, de uélet. »

Nen dé ket ret d’er Meillouz pedein diù uéh dohtu er bésketerion aveit ou lakat de valibouzein é jao. Laret e hrant dehon :

« Degaset éan aman. »

Degas e hra er Meillouz é jao ar en aod, étal piligad koltar er bésketerion. Dalhet é ar é ben étré ma oè ur moraer, get é huskon, é ledein un trohad doh divorhed er heh lon.

En un taol, chetu dihunet jao er Meillouz. Goudé bout groeit ur hriz d’é ziùskoharn, un dastum d’é gorv, chetu éan éh achap d’er pearlam, én ul lezel é vestr, bammet mat ar en dachen.

Ha n’en des ket rezi geton d’arrest.

Abret é ma chifet er Meillouz, épad ma tarh er bésketerion de hoarhet.

« Chetu kollet me jao dein ! emé er Meillouz. Ne gavo ket é hent. Ha mé, penaos en tapein-mé, rè liant é.

— Hou jao nen dé ket kollet, e lar ur moraér.

— Hui en dalho-hui, marsé, e reskond er Meillouz.

— Hui é en dalho, é kerhet ker liant èlton. »

Hag er bésketerion oeit ha displéget d’er Meillouz, ne oè ket diésoh dehè ind liantat é ziùhar éan éget ré é jao.

Hag elsé éh oè bet groeit dehon.