Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heneu - Mab Azen hag e re kar, 1934.djvu/154

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
ER MEILLOUZ É VRÉSKÉN
152

hein er ronsed é deurigeu er Blañoeh, lous liés ; guel e vehè deureu bras er mor, ken kaer, ker splann.

Hag er Meillouz diskennet get jourdoul get é jao d’er mor, get er greden, ne vo ket, en trenoz, ker pennadus d’obér hent.

Er jao, a pe uél en deur, e zisken eùé get her. Séhed bras en des. Ha chetu éan aben kaer, é lakat é vonj ér mor ha doh er seùél, kentih m’en des évet ul lonkad. Ur uéh, diù uéh ha tèr é klask torrein é séhed ha, sel taol, goudé bout tanùeit dehon deur er mor, é saù é ben de vunzal.

Er Meillouz e voém, e der, e gounar hag e baùata é jao aveit en diardeuein. Toroñnat e hra étré é zent :

« Diardeuet dein ha torret hou séhed ; ne hran ket mé kement a végeu aveit lonkein ur bolad, séhed pé n’em bè. »

Hag éan arré de dérein ha de baùatat ; ha ne zisoh ket guel.

Goudé bout « haniet » ha « dihaniet » hir amzér, ta er chonj d’er Meillouz nen dé ket marsé er si doh é jao met doh en deur, hag éan de seùel un dornad deur, de danùat.

Nen dé ket bet oeit don er Meillouz ar en deur kaer-sé. Adal el lonkad ketan, é telah é zamorant ér mor, én ur skopein hag é « pouahein ». Disoéhet é akerh de ardeu é jao.

« Hili ! Hili ! Hili ! Darz ar darz ! Mât é en deur-man de barchein er boelleu ha nann de dorrein er séhed… Perak ne vè ket groeit halén aman ? Sotet tud e ia de