cherreh mein a dokad ha d’ou bannein ar er hroézieu, ar er charké, ar en ol…
Ha Mab Azen d’er gér, bammet kaer hag ean disannet é zoéré d’é vam.
— Nen dé ket avelsé e rekezeh obér, me mabig peur. Hui rekezè deulinein ar en hent ha patérat tré ma vehè bet en dud é vonet pelloh
— Ne ouien ket
Na péh ur Mabig Azen é hennen alkent ! Kerhet endro d’er velin de glah dein ur pochadig bled d’obér krampoeh.
Ha oeit Mab Azen ar hent er velin én ur zaskenéat étré é zent : « ur pochadig bled d’em mam d’obér krampoeh. » Ha mat e vehè bet oeit en treu geton kenevé d’ur baré tud e gav é lahein en tan én un ti. En ur uélet en neùéted, deulinet Mab Azen doh kosté en hent de batérat èl ma houiè : « Doué de rein dehon obér brud. »
Ne jaojè ket pikol peden Mab Azen doh er goal e uélè. Patérat e hrè èl ma houiè. Divat e voè kavet é batér get er laherion tan. Hag ind er iennet a baùadeu de cherreh é veg ha de vonet pelloh :
« Doué de rein deoh hui cherreh er paùadeu hag hou kas de vrechen ! »
Ha Mab Azen deit d’er gér de zistill en neùéted.
— Men Doué ! men Doué ! nen dé ket avelsé é rekezeh hou pout groeit, me mabig peur. Hui e zeliè, get en dud aral, monet de durel deur ar en tan-sé.
— Ne ouien ket !
— Na peh ur Mab Azen alkent ! Kerhet fonapl én--