Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heneu - Mab Azen hag e re kar, 1934.djvu/136

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
IANNIG KERBEBOÉR
134


Hag oeit Iann, ar é jao, d’obér é droiad, faraot èl ur galant e ia de uélet é zous.

É vonet get é hent ne gol ket er chonj a gentélieu é vam. Hoanteit é geton dioal ne vo skrapet é zous dohton.

Kavet e hra, ar é henteu, paréadeu groagé hag en aters a zivout é droiad, hag ean ou davé, revé alieu é vam, de « foér en huitelleu ». Goap é getè, n’é ket ret el laret, met Iann ne chom ket de cheleuet doh ou brelobieu.

Kavet e hra un doéréatelleréz, klutet ar drézeu hé dor hag e stag doh Iann, èl un dabonen doh ul lon é vreskén. Aters e hra Iann, én ur ziglutat hag én ur vonet troèdant geton.

« De ven éh et hui ?

— Arlerh me fri, emé Iann.

— Éh et de valé d’er pèleu ?

— Kerhet de huitellat !

— Bout e zo genoh seblant ha lusk de ziméein.

— Kerhet de huitellat ! »

Kaer ha kaer é d’en doéréatelleréz asé tennein Iann abarh, ne zisoh ket a gavet geton ur gonz jaojapl na splannoh éget é zavé de huitellat.

Goap bras é get er hroah ha térein e hra dohton. Eraok distroein d’hé filord ha lezel Iann de vonet é unan get é hent é troh geton :

« Eraok en noz e tiskareet hui ar en hent pras aziar er jao-sé. »

Iann ne hra ket van a gonzeu er hroah ha ne chonj ket a sellet penaos é ma golhedennet é jao. Disén-