Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heneu - Mab Azen hag e re kar, 1934.djvu/135

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
IANNIG KERBEBOÉR
133



Er Gerbeboéren, drest pep tra, e dér hag e garzegen, e gonz a dennein hé hegel, a ziskar héh astel, a samedein hé houtel-bara, e huch é ma hoanteit geti flastrein, lahein, tagein.

Nitra.

Laret e hra un dé d’héh Iannig :

« Kerhet-hui, me mabig-mé, de glask pen a zoéré hou mordosegen moéz. Kerhet. Mar dan-mé, me laho hé darz a dad. Kerhet hui, me menon, de ouiet petra é ou chonj ha mar dant de ben erbet.

« Mar diméant, ne vo ket ret dein-mé monet ar ou zro ; mar ne ziméant ket, me iei mé dehè, ha nezé é vo béh él loj. Ne hrér ket goap ag en dud elsé.

« Kerhet-hui ha groeit difisturik hou troiad. Met dioallet mat a laret hou treu ar en hent. Ne gonzet ket éh oh é vonet de uélet hou mestréz. Kavouit e hreheh ré fal eroalh d’hé skrapein a zegenoh.

« Davéet hui de huitellat rah er ré houh aterso diarben hou troiad.

« Ha laret dehè é ma ret dehè kerhet, a vihannoh éh ein mé get me hegél, me astel, me houtel-bara d’obér dehè furat.

« Met ne vo ket ret dein mé, ker bihan, monet ar ou zro. Kerhet e hreint anehè ou unan.

« Hui hou po hui ur voéz, me mabig menon mé ; hui hou po hui ur voéz ; bout on bet doh hé havet deoh ; hui hou po hi.

« Mât é bet hou treuigeu-hui beta breman ; galant erbet ne hellè konz sontiloh égedoh-hui, hag ur voéz hou po hui. »


————