Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heneu - Mab Azen hag e re kar, 1934.djvu/121

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


IV. DARBODEREH IANNIG KERBEBOER


————


« Ia, darz ar darz ! ur voéz hou po hui ! Ur voéz e glaskein deoh hui. »

Avelsé éh oé bet mam Kerbeboér é laret d’hé hani- hi un droiad.

Laret ne vè ket obér ha hoantat ne vè ket kavet, èl mah ouiér, ha moéz Kerbeboér ne oè ket kavet d’é vam de zegas dehon.

Neoah er vam ne léz ket en amzér na de boéz na de gol. Monet e hra duhont ha duman ; ne gol ket ur Foér Fichig ; klask e hra émesk en ol rumadeu ; goulen e hra é teusk er ré beur, é lod er ré pinùik ; davé e hra en ol darboderion ar valé ha kenig e hra hé Iannig d’en ol. Goudé miziadeu ha miziadeu a glaskereh, a rédereh, a ginigereh, a droiellereh, é chom hé hani-hi dizimé ; ne zisoh ket a gavet saù dehon.