goap geton. Goap, dioap geton pé ne vo, hui e hrei hui hou Pask èl er réral. Penaos é ma bet ean doh hou tavé d’er gér ?
— É ma bet é laret dein déskein deviz diar er hatekiz èl ma tevizan diar treu aral ha monet hoah ur bléad d’er hatekiz.
— Penaos ? penaos ? penaos ? Hoah é vehè bet er pen dluh jao koed a Berson-sé é rein « ioud » deoh ? O mil Mab Azen en diaol dilost, hou pen e flastrein deoh hui. É ben dluh e voustrein d’er Person.
Ha mam Mab Azen téret, bahateit, hujaotet, arfleuet, léteit, skandallet ériadeu hag ériadeu, huchet arlerh hé Mab Azen a baotr, ha brunellet arlerh er Person.
A pen dé bet torret ha dismantret hé goahad, é ma hoah deit ar dro hé mabig peur aveit en aters ha gouiet reihoh er uirioné :
— É ma bet er ré ral é huchal «ioud » ar hou lerh ?
— Deit int bet d’em fostal betag er Chopin Dru én ur huchal arnein : « ioud ! ioud ! de Vab Azen. »
— Guir eroalh é hoah enta é ma bet er pen dluh a Berson-sé é rein « ioud » d’em mab-mé. Petra hoal doh henneh hoari en dal elsé d’em hani-mé ? A pe ne gonz ket dirakton, é ma fal ; a pe gonz muioh egeton, é ma hoah falloh. A pe spont én é raok, « ioud » ; a pe ne spont ket, « ioud » ataù ! Éh an mé de baskein é dreu d’en tam Person-sé ha d’en déskein de « ioutat » er ré ne vent ket ag é dud.
Deit hui genein d’er havet, Mab Azen… Deit ma stran hou pen deoh éraok ma voustrein é hani dehon ean.