Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heneu - Mab Azen hag e re kar, 1934.djvu/106

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
IANNIG KERBEBOÉR
104

ket. Ha grons marsé é vehè bet lahet, kenevé ma kav en tu de ziskrap azidan en astelladeu, é vonet tré d’el lér ha d’er parkeu.

Brunellat e hra duzé a leih é houg hag a bouéz é ben. Monet e hra é vam ar é lerh, héh astel én hé dorn, displéget atau de skoein, hag é tihargatennein geton :

« En darz ar en darz ! éh oè é klask kaout ur soñnér e vehè bet kleuet a benhér er Meillouz. Soñnér eroalh e zo d’er pen brunellér éjon-sé. Kleuet e vo é vrunelleu a zek lèu !

Dihannet a skuermal pé mé hou laho grons ar en dachen. Laret e vo ér penhérieu ardro é vein doh en dioèdein èl un hoh lart. Dihañnet a skroéjal pé éh an deoh hoah. »

Ha hi groeit un hétad dehon arré hemb disoh de lakat hé dorn arnehon, nag eùé de zeval héh astel ar é gein.

Distroein e hra er vam d’hé ziegeh én ur zidérein hag en ur zidoroñnal, ha hi é tanbléat étré hé dent :

« O ! più e ziveboéro men glep mordoseg ! più en diveboéro ? più en diveboéro ? »

Hag embér hi en em laka d’er gerùel, get konzigeu flour, d’en doug d’é uélé ha de frintein iùeu dehon aveit en divlonsein.

Get menoñneu, palastreu, frintadenneu é ta de ben, é korv eih dé, ag en degas de vad én é gorv brèuet d’héh astelladeu.

Truhé Doué ! diveboéret dehi ne oè ket, na pel goudé, èl mah ér de uélet.