Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heneu - Mab Azen hag e re kar, 1934.djvu/103

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
IANNIG KERBEBOÉR
101

es mé nameit deu. Kerhet hui houh unan kaer hag éh an mé de hoari « jandarm » get er Meillouz. »

Hag ean lézet é drepé ar en hent de vout cherret get er hetan deit hag ean oeit devad er Meillouz de hoari « jandarm » beta kreiz anderù.

É ma é vam doh er gortoz ; torret é hé hohad ha gellout e hra hé Iannig displeg é zoéré dehi a ziar en trezeu.

Deviz ha displeg e hra penaos é kouskè hag é hernè é zivréh get en trepé hag é kavè geton éh oè ret obér un diskuih.

« Ne oè ket ret deoh lezel en trepé ar en hent de vout kollet, darz ar darz !

— Kollet nen dé ket ; fariet ne laran ket. Oeit é rè bèl get é dri zroed.

— Kredet-hui kement-sé, pen labar ! Mé e lar-mé é ma laeret.

A pe gleueh hou tivréh é kousket get hou trepé, hui e rekezè, é léh chom de ziskuih, el lakat ar hou tiskoé, hou pén én toul, un troed pé deu araok ha durheit d'en dias.

— Ne ouien ket.

— Mechal petra e ouiet hui ! O darz ar darz ! Santéz Barban, più e ziveboéro er sabad ioud gruel-man ?

O ! ret e vo dein el lahein ! ret e vo dein en tagein! araok en noz hui hou po hi, menandour ! Me astel e dorrein ar hou kein ; me houtel bara e iei én hou koug, betag en troed. Chetu é ma kollet trepé pepé er Meillouz dehon… »