Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heneu - Bourapted en tiegeh, 1932.djvu/86

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
BOURAPTED EN TIEGEH
78

kavet ur « hoem » ker « biochennek » ha ken « kahart » èl hani Koèdan, e vezè bamdé é lipat hulér hé cheminal de frintein « barbantéz » d’é « haponed ha « véienned »…

Tré ma oè er gemenérion é tibun ou honzeu marmouz, éh oè kollet hé fen hag hé spered d’er grampoèheréz. Lédein e hré hé hlogéiadeu ar er grazeréz ; ou skuillein e hrè ér ludueg ; palon erbet ne gerhé ; krampoèhen erbet nen dé de vâd.

Alfaudiz kah en ti e achiù marmouzereh er gemenérion hag e den er grampoèheréz a boén. En ur huélet, ne spiè ket hañni dohton, er hah e ia ar ur chudellad de zivârein er hoastel anehi. Ha Joel de vrunellat :

« Hola ! er vatéh, kam é hou lagad mar nen dé ket dal ! Saùet un tammig hou spi diar hou tidañnérieu ha harzet hou « kisgous » brein diar er chudelladeu. É ma é seùel er pep guellan anehè.

« Hola ! er vatéh, ne gleuet ket ? Kent pèl é vo oeit rah en druoni geton… »

Er grampoèheréz e saù hé fen, deulagad divarhet dehi, en huiz é tapennein hag é tivir doh hé zâl :

« Flouroh e vo é bañnen ha druoh é biroñnen, mar da er suèu geton, emé hi. »

Ha hi distaget ur balikennad ar boulkil er sklouf. Ha kentéh hi degaset ou chudelladeu d’er gemenérion.

Damorant er hah e zegoéhè get Joel. Hag er hemenér de voutonein é veg én ul laret :

« Kleuet, er vatéh ! ne vo ket droug genoh mar ne