Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heneu - Bourapted en tiegeh, 1932.djvu/81

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Ne vè ket flour get er merhed dé er hrampoeh, dé er bugad ha dé er forniad. Trehilein e hrant dé er gemenérion.

Ur maréad devéhan é ma degoéhet é Kerivins, ar un dro, krampoeh, bugad ha kemenér.

Mechérerion en nadoé, kerhet fur get hou hent, pé tret e vo en treu genoh !

Hui merhed, lardet dru ou gargatenneu de zuchentil er véchen pé ké hag iùin e vo genoh !

Fur ? Er gemenérion n’int ket bet ; gargatenneu tuchentil er véchen n’int ket bet drueit.

Ké bras hag iùin dal e vo get groagé ha kemenérion.

Fur nen dé ket bet er gemenérion én un dé ken treboulek. É léh parein er groagé diar er flour, é heuiardant, é tekriant èl ré dal ha ré amoet.

« Un tammig éh omb deit ar en devéhat. Éh omb bet aveit chom é Kerivézen. Er chonj éma er gunér hiziù en des hun degaset tré betak Kerivins.

« Nen dé ket mah omb tudigeu melzin na moén a veg, naren é guirioné. Hañni anehomb neoah, ne hel fardein don ar viùans Kerivézen d’er gunér.