Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heneu - Bourapted en tiegeh, 1932.djvu/73

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
BOURAPTED EN TIEGEH
65


Divohet e oè aveit ur chachad. Ne oè ket distaget er vohereh azohti. Liés goudé én eskem, é ma bet oeit é guéleu doh Intron er Voheréz. Ur huéh, diù ha tèr pep miz, éh è de zuat d’hé zoul-plouz.

En distéran dra hé zrechilè hag hé zaulè én tu aral d’hé arhulé aveit deu pé tri dé, doh ur chach. Van ne hré na doh her labour, na doh alernadur hé zud.

Kaer e oè obér, nitra nen dè de ben ag hé mohadenneu ; nitra ne dennè ur gonz anehi ; nitra ne hrè dehi dèbrein, nag ivet, na donet tré, beta ken ne vezè goret ha tarhet hé fennad.

Sour a néhans e oè bet ar vinoured Kervohon get ardeu ou merh. Brudein ne vennent ket si fentus ou minouréz. Groeit ou devoè kas diarnehi er vrud n’hé devoè ket iehed hag en dud e gasè hag e cheleuè hé doéré get truhé.

Laret e vezè, get ankin, éh oè péhed bras ma n’en devoè ket plah Kervohon iehed èl er réral ha ma ne oè ket tu dehi, doh en treu-sé, de zisoh a vout minouréz Kernant.

Néhansal e hré enta goah-der-hoah minoured Kervohon. É klask er bihañnan droug ou devoè kavet falloh. É kuhet téch sot ou merh, en ou devoè groeit d’en dud kredein éh oè skoeit er plah d’ur hleñùed dizanaù ha pelleit azohti avelsé er bautred iouank édan diméein.

Get bras tarh kalon ou doé gouiet penaus minour Kernant en devoè troeit kein dehi aveit klask, é léh aral, ur plah digleñùet.