Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heneu - Bourapted en tiegeh, 1932.djvu/72

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
BOURAPTED EN TIEGEH
64

elsé heijein pér milen diar ou flah, diar hé didéchadur ar gresk.

Hé goarn e hrezant ér skol pel amzér beta ken ne oè bet troieu en trihuéh vlé geti. Nezé en hé digasezant d’er gér, get el leuiné brasan, get er greden éh oè didéchet a gren.

Minour ha minouréz, dré bep taul, étrézè, e vourè deviz a zivout er halanted e jaujè hag e zijaujè doh ou merh.

Ne oè ket bet hir ou leuiné. Guélet e hrezant abret mat, diar ou goal, nen dér ket de ben get doustér ag ur pen mohér.

Krogein e hra énni ur pennad ker sot ma oè bet spontet hé zud hag éleih én ou léh. Unan hag en aral anehè e houlennè mar oè kléñued pé mohereh e hoallè dohti.

Tri dé dohtu é ma chomet én hé gulé hemb dihostal ur gir, na chakein un tam bouid, nag évet un dapen.

Ar en tach, éh oet bet un herrad aveit degas ar hé zro beleg ha médesinour. Ne oè ket bet neoah kaset kemen de hañni anehè, dré ne huélè dén très er marù geti, ha dré ma toujè er minour brudein éh oè kleñùed Intron er Voheréz e oè staget dohti.

Seùel e hra er vinouréz de ben ketan er pearvet dé, lerhin èl en héaul, ampert d’er labour ha guiù doh en ol. Divohet e oè : torret e oè hé fennad. Spontet e oè bet a vitin é kleuet stankoh stank ha stertoh stert konz a zegas er sourzien ar hé zro.