Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heneu - Bourapted en tiegeh, 1932.djvu/71

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Minouréz Kervohon, honneh e oè unan ! Paréz dehi ne oè ket. Bras ha koant e oè èl hañni hag ampert d’el labour guel eget dén. En dibab ag er merhed e vehè bet, e larè en dud, kenevé ma oè téchet de glanùat dré pep taul.

« Ne vehè hañni tré d’em merh, e larè minour Kervohon, dohton é unan, a pé ne vehè Intron er Voheréz éh obér el léz dehi mar a huéh. »

Klanùat ne hrè ket ; mohet ne larér ket. Mohet e hrè èl arhul er manér. A vihan éh oè bet ur pen mohér dehi. Dalhet e oè bet pel amzér ér skol aveit hé didéchein. Hé zud e oè un tarh kalon dehè monet énep d’hé chonj hag ind groeit ou diskarg ar er mestrézed skol aveit hé divohérat.

Hag er ré-men e chonjè donet de ben ag hé didéchein get en amzér hag en oed, ha bochadeu treu kaer e larent diar buhégeh er plah de vinoured Kervohon.

Deviz e hrent liés dehè éh è ou merh ar huellat, éh è, a vlé de vlé, nebetoh ha nebetoh de foér Vohon hag é vezé berroh ber hé zroieu é bro er Vohereh. Hoah ur bléad benak hag é vehè bet didéch kaer er plah.

Plijadur e vezè get minoured Kervohon kleuet elsé