Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heneu - Bourapted en tiegeh, 1932.djvu/65

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
BOURAPTED EN TIEGEH
57

dellat en hugenauded nag a bar d’er perno aveit divéhein er ber anal.

Ha kent pèl é saù kan-diskan getè hemb dihan ; ou amzér e gemérant hembkin de hlubein ou anchenneu.

Hir bras nen dé ket ou soñnen : deu boz ha deu ziskan. Hir erhoalh é neoah aveitè. Ret é bout chonj é ma er ber anal getè :

Mar fal deoh hui men diméein,
Ur fakteur ne gonzet ket dein…
Perak enta, Elen,
Perak enta, me merh,
Perak enta ?

Rak ur fakteur get é chaucheu
Gousiehè me linsélieu
Guir e laret, Elen,
Guir e laret, me merh,
Guir e laret !

Pep moéreb e chach d’hé zu doh en ton, doh er pozieu, doh en diskañneu. Bout e zo ré é krogein doh er poz ketan a pe vè er ré aral é tistern doh er poz devéhan ; lod e ia buan ha lod difonnoh pé difonn. Hañni ne sel doh en eil ha keij-meij é ma getè pozieu ha diskañnieu, biskoah braùoh pé biskoah truhekoh.

Braù pé truhek, bourapl e oè en treu é Kervotéz en deùeh-sé hag eùé en nozeh goudé. Achiù e oè en dé ha deit en noz ha moéreb erbet nen dé chonj dehi distal doh er hañnereh hag er « menammereh ».

Dinéhans grons é er « venammerézed » ; ou goazed