Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heneu - Bourapted en tiegeh, 1932.djvu/60

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
BOURAPTED EN TIEGEH
52


Un hersad « menammigeu » moén e zo deit get er voérebed. Deit e zo ur vouteillad « menam » get peb unan anehè én ou brohieu dan. Hag arlerh m’é mant bet éh obér ou ardeu doh er menon hag é vam, e kenigant ou « menam » d’er minour bras e lah é spered aveit ou fakein ar un daul é korn en ti.

De gours kreisté é ma biskoah kaeroh en dramsel ar « menammigeu » er voérebed. Kaer, spis ha braù é er « menam » ; faraut tré er bouteilleu ; treuigeu flour é treuigeu kaer !

Bout e zo « menam » a bep bro hag a bep hanù : bout e zo kroumir, rom, vermout ; bout e zo kasi, malaga, vespétro, perno, bir, biter, guin ru, guin guen, guin ardant ; — bout e zo « lagout » ha « deur » ha paud a « venammigeu » aral get hanùeu dibar. Bout e zo « menam » glas, guerh, milén, ru, du, guen ha « menammeu » étré en deu.

Kaer, spis ha braù é er « menam » ; faraut é er vouteilleu. Bout e zo bouteilleu é kiz pautred, groagé, iondred-korden, soudarded, pabed ha Marianna er « Roué publik. » Treuigeu kaer aveit treuigeu flour.

Mirennein e hrér get iehed ha didrous. Er chistr ne drons ket béan ha ne den ket fonapl de safar a pe vè un diazé sonn friko huek édandon.

De dro er hafé é tihun er safar hag é tarh en hoarhereh.

Chonjet e oè get er voérebed monet ou hent arlerh er hafé. Ankoéhat e hrant ou chonj. Poahereh e ia