Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heneu - Bourapted en tiegeh, 1932.djvu/46

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
BOURAPTED EN TIEGEH
38

geton kuhet ardran é gein damorant é frintaden uieu. N’en des ket bet anehon hoar de nétat en druoni azoh é vizied hag é zivéz.

Um bakein e hra neoah braùik braù èl agent ar é hravah. Kaer e oè de huélet, é ben geton koachet ar é skoé klei, é vréh deheu saùet geton d’er lué get dorn digor.

Braù e vehé bet oeit geton kenevé ha kenevé… Kenevé de betra ? Kenevé d’ur baré kelion e zo deit, a darhouedad, d’en um dolpein én dro dehon aveit lipat damoranteu Alban.

Ur groñnad anehè e verù éndro d’é vizied, ur groñnad aral ardro d’é zivéz hag ur groñnad é tarneijal én dro dehon.

Nig e hrant dehon get ou fichereh ha lipereh, ha sel mui ma nebeta er lip getè, sel mui é toublant d’obér nig.

Hag er person, duhont, nen da ket de du erbet get é bredeg. Arlerh un dra é kav un aral, é buhé er sant, mat de vout sellet ha keméret de vout skuir.

Skuéhein e hré en iliziad é cheleu dohton : lod e saùè, e zeuhlinè ; lod e vadaillè hag e skopè ; er groagé, ind, e « soubè gouleu » hag e vohè ar ou brenigenneu.

Er sant, skuéhoh eget hañni, a pe gavé geton ne vezè sel erbet arnehon, e chaboutè kelion doh ou spontein a baùadeu.

Chaboutereh ha digelioñnereh Alban e dén de fal hoari dehon ha d’er voèrebed. Guélet é bet é fichal.