ket ma oè flaù ; nann. Dizoujoh e oè doh en dé. Bugulion-noz, poulpikañned, korigañned, korilled, kannerézed-noz ne valéent ket doh en héaul ha forh é poén ag ou havet ne oè ket.
Hag ohpen, doujein e hrè hoah a gavet er person ar é henteu. Liés é vezè hennen, arlerh er gospereu, ar henteu er mézeu é tennein doh é bedenneu hag é chaboutat er chistraerion goalauzet d’ou sammeu.
Un dén mat e oè er person, met ne garé ket er chistraerion ha kas e hré de Bipi a p’er havè. Pipi n’hellè ket ankoéhat en tam gourdrouzaden e oè bet er Person é kas dehon, un droiad ohpen er guéhieu aral, un droiad ma oè bet Pipi, en ur zibouk dohton, é fari én é gonzeu aveit bout digoret é veg rè fonapl. Bout e oè bet é laret, érauk bout groeit seih tro get é dead : « A ! en Eutru Doué ! Deùeh mat, en Eutru Doué. »
Kent pèl éh anaù en en des fariet ha distill e hra a neué : « Naren, er person é ; deùeh mat, en Eutru Person ! »
Mar oè droug, — ha Pipi ne gredè ket — ne oè ket ataù bras. Met trouz en diaul éh oè bet er person é kas arnehon é arben é fariaden.
Pipi ne vourè ket ag en doéré-sé ha dihoal e hrè a gavet er person é tennein doh é bedenneu aveit dihoal doh é chabouteu.
Un doujans aral e lakè hoah Pipi de zistern de greiz en dé azoh tavarn Marion : Doujans Pont-en-Azen, un tammig pont a dri troèted taolet ar ur hoah, tostik tra d’é di.