Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heneu - Bourapted en tiegeh, 1932.djvu/20

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
BOURAPTED EN TIEGEH
12

dé ket dirieu é ma Gouil Maria ? N’em es ket kleuet reih en devizeu disul.

A houdé ur skrapad e zo, sellet lo, bout e zo ur von barh me fen ha ne gleuan ket mat geton. Mé e chonj mé ne reka ket bout érauk pemzek té, tèr suhun.

— Guir e laret. Fanchon !

— Trugèré deoh hui Matelin. A pe n’hou pehè ket hui gellet me difari éh oè lakeit me chonj dein de vonet d’er porh de glask pen d’en doéré.

O men Doué beniget alkent ! Na divouruset e vè en dén kollet dehon é gleued. Ne houian ket petra e denno arnonn er von e zo ém fen ?… Éma ataù en E. Person ér gér ?

— É ma bet é overennein er mitin-men. A houdé ne houian ket petra é ma bet éh obér. Ne ven ket mé doh er goarn.

Ha Fanchon distroeit de di Garid ur varlenad téroni geti.

— Sellet ta, Garit peur lo ! na dirivilet un dén ! « Ne houian ket, ne ven ket mé doh er goarn ! » Chetu ur fèson de gonz aveit tud a iliz : ur person « ia-ia ! » hag ur hlohour dirivil « ne houian ket ! »

Chetu ni paket a vod. Mé e lar deoh, Garit peur lo ! é ma chanjet er « relizion »

Mechal alkent émen é ma oeit en E. Person ?

Er hreisté-men ne hellein ket mirennein get er gas hag en albèhen e zo ar me fen diarben en doéré.

Hama goah d’er Person. Arnehon é koého er péhed mar dan mé ha klanùat.